Piv omp ?

Kristin Diwan Gwitalmeze

Kristin Marichal

Kelennerez war ar stlenneg eo Kristin a-hed ar bloaz, met kentelioù Brezhoneg e ro bep hañv e KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien) e Kastellin (29).

Ganti e vez meret lec’hienn Aplud ha melestradur an embregerezh.

War an hent e vez ivez evit kinnig ar c’hoarioù Klask ar Ger ha Din an Dorn er skolioù, kentelioù noz ha gouelioù c’hoarioù.

 

 

Sten

 

Sten Charbonneau

Goude bezañ bet en tu all da nav bloaz paotr «Ar Seizh Amzer», e abadenn sevenadurel bemdeziek war Radio Breizh Izel, eo bet kelenner war ar Saozneg hag ar Brezhoneg e skolaj Diwan Kemper, eilmouezhier, stummer, troour ha jubennour.

4 bloaz zo en deus savet an embregerezh Aplud evit gellout embann «Din an Dorn» ha «Klask ar Ger», daou c’hoari pedagogel a oa bet amprouet gantañ en e glasoù skolaj pe kentelioù-noz.

Stummañ a ra ivez kelennerien war implij ar sonioù hag ar c’hoarioù en o c’hlas.

Aplud 22 Straed al Leure – Pentraezh  29550 Sant Vig

Comments are closed