N’eus ket a oad evit kemer an diviz da zeskiñ yezh e dud-kozh, ha lakaat e anv er c’hentelioù-noz. Niverus int neuze er c’hentelioù roet gant Gwenn e Lannuon, ha plijus eo klevet kanañ e pep prantad. C’hoari Din an Dorn a zo un digarez da ganañ meur a son anavezet…
Un tregont bloaz zo bennak e oa bet kempennet Presbital Kozh Landelo gant ur skipailh difennerien ar brezhoneg, ar soñj ganto sevel ur greizenn sevenadurel. Hiriv an deiz e vez aozet abardaevezhioù kan, krampouezh pe c’hoarioù! Ur bam eo klevet deraouidi ar yezh (bet o teskiñ ar yezh e-pad…
Un nozvezh c’hoarioù a oa bet kinniget e plas ar veilhadeg a vez d’ar Yaou da noz e Skolaj Diwan Plijidi (Aodoù an Arvor). Entanet eo bet ar bevareidi koulz hag an dredeidi gant Klask ar Ger ha Din an Dorn, goude ur c’hoari a-stroll a vode ouzhpenn 50 skolajiad…
Ul lec’h a-zoare e oa Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad ! Brezhoneg a oa gant an holl, pe dost. Deuet e oa un nebeud mat a dud yaouank gant o zud, met plijet e oant bezañ eno, ha plijetoc’h c’hoazh o welet ur c’hoari o doa bet digarez…
E skolaj an Dugez Anna e Roazhon emañ Maksim Crahe o kelenn Brezhoneg d’ar re 3de ha 4re. N’omp ket bet pell da lakaat anezho da c’hoarzhin gant goulennoù Din an Dorn, ken aes da respont outo ma fazier buan-tre alies-mat !
E skolaj Brizeug e Kemper e kaver tud yaouank bet skoliataet e meur a skol kentañ derez, Diwan, Dihun pe Divyezh. Gant Mai-Envel, o c’helennerez war ar brezhoneg, hon eus lakaet mogerioù ar skolaj da dregerniñ gant c’hoarzhoù ha bommoù yezh Per-Jakez Helias, bet eno ivez gwechall !
Unan eus brasañ skolioù Diwan eo hini an Naoned. Tro hon eus bet da c’hoari gant bugale CE2, seven hag emren an holl anezho, ha plijet-bras gant an doare nevez-se da implijout ur yezh ne glevont ket holl er-maez eus ho skol. N’in ket bet pell o kemer…
O kenderc’hel da verdeiñ war hol lec’hienn e asantit da implij an toupinoù (cookies) a servijo da studiañ stadegoù ha da brenañ skiant evit he gwelaat.AsantiñNac’hañ