Skolaj Plijidi

Un nozvezh c’hoarioù a oa bet kinniget e plas ar veilhadeg a vez d’ar Yaou da noz e Skolaj Diwan Plijidi (Aodoù an Arvor). Entanet eo bet ar bevareidi koulz hag an dredeidi gant Klask ar Ger ha Din an Dorn, goude ur c’hoari a-stroll a vode ouzhpenn 50 skolajiad…

Gouzout hiroc’h

Skolaj Dukez Anna Roazhon

    E skolaj an Dugez Anna e Roazhon emañ Maksim Crahe o kelenn Brezhoneg d’ar re 3de ha 4re. N’omp ket bet pell da lakaat anezho da c’hoarzhin gant goulennoù Din an Dorn, ken aes da respont outo ma fazier buan-tre alies-mat !

Gouzout hiroc’h

Skolaj Brizeug Kemper

E skolaj Brizeug e Kemper e kaver tud yaouank bet skoliataet e meur a skol kentañ derez, Diwan, Dihun pe Divyezh. Gant Mai-Envel, o c’helennerez war ar brezhoneg, hon eus lakaet mogerioù ar skolaj da dregerniñ gant c’hoarzhoù ha bommoù yezh Per-Jakez Helias, bet eno ivez gwechall !  

Gouzout hiroc’h