Keleier


Kentelioù Lannuon

N’eus ket a oad evit kemer an diviz da zeskiñ yezh e dud-kozh, ha lakaat e anv er c’hentelioù-noz. Niverus int neuze er c’hentelioù roet gant Gwenn e Lannuon, ha plijus eo klevet kanañ e pep prantad. C’hoari Din an Dorn a zo un digarez da ganañ meur a son anavezet…

Gouzout hiroc’h

Presbital kozh Landelo

  Un tregont bloaz zo bennak e oa bet kempennet Presbital Kozh Landelo gant ur skipailh difennerien ar brezhoneg, ar soñj ganto sevel ur greizenn sevenadurel. Hiriv an deiz e vez aozet abardaevezhioù kan, krampouezh pe c’hoarioù! Ur bam eo klevet deraouidi ar yezh (bet o teskiñ ar yezh e-pad…

Gouzout hiroc’h

Skolaj Plijidi

Un nozvezh c’hoarioù a oa bet kinniget e plas ar veilhadeg a vez d’ar Yaou da noz e Skolaj Diwan Plijidi (Aodoù an Arvor). Entanet eo bet ar bevareidi koulz hag an dredeidi gant Klask ar Ger ha Din an Dorn, goude ur c’hoari a-stroll a vode ouzhpenn 50 skolajiad…

Gouzout hiroc’h

Gouel ar brezhoneg e Tremargad

  Ul lec’h a-zoare e oa Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad ! Brezhoneg a oa gant an holl, pe dost. Deuet e oa un nebeud mat a dud yaouank gant o zud, met plijet e oant bezañ eno, ha plijetoc’h c’hoazh o welet ur c’hoari o doa bet digarez…

Gouzout hiroc’h

Skolaj Dukez Anna Roazhon

    E skolaj an Dugez Anna e Roazhon emañ Maksim Crahe o kelenn Brezhoneg d’ar re 3de ha 4re. N’omp ket bet pell da lakaat anezho da c’hoarzhin gant goulennoù Din an Dorn, ken aes da respont outo ma fazier buan-tre alies-mat !

Gouzout hiroc’h

Skolaj Brizeug Kemper

E skolaj Brizeug e Kemper e kaver tud yaouank bet skoliataet e meur a skol kentañ derez, Diwan, Dihun pe Divyezh. Gant Mai-Envel, o c’helennerez war ar brezhoneg, hon eus lakaet mogerioù ar skolaj da dregerniñ gant c’hoarzhoù ha bommoù yezh Per-Jakez Helias, bet eno ivez gwechall !  

Gouzout hiroc’h

Diwan an Naoned

    Unan eus brasañ skolioù Diwan eo hini an Naoned. Tro hon eus bet da c’hoari gant bugale CE2, seven hag emren an holl anezho, ha plijet-bras gant an doare nevez-se da implijout ur yezh ne glevont ket holl er-maez eus ho skol. N’in ket bet pell o kemer…

Gouzout hiroc’h

Nozvezh c’hoari e Skol Veur Brest

Lakaet eo bet brezhonegerien ha nann-brezhonegerien da c’hoari asambles… Un heuliad c’hoarioù evit lakaat perzhidi da eskemm, forzh peseurt live brezhoneg gantañ: evit dont a-benn d’ar pal, e klask ar c’hoarierien kompren en ur selaou, en ur ober, en ur adlavaret gerioù evit bout komprenet. Met pa son ar c’horn-boud…

Gouzout hiroc’h

Loc’het eo lec’hienn Aplud!

Amañ e vo posupl deoc’h sellet ouzh videoioù c’hoarierien, lenn reolennoù ar c’hoarioù Klask ar ger ha Din an dorn, kavout deiziataer an nozvezhioù c’hoari da zont, urzhiañ c’hoarioù, mont e darempred ganeomp, klevet kaoz eus ar c’hoarioù nevez o tont er-maez, kinnig ho soñjoù…

Gouzout hiroc’h